|
Armerzh Kerne dre vras
Stadegoù an diazezadurioù
D'an 31 a viz Kerzu 2001 e oa 9.707 diazezadur enskrivet e Marilh
ar C'henwerzh hag ar C'hevredadoù KKG KEMPER KERNE (gennad
ar c'henwerzh estreget al labour-douar, e-maez ar micherioù
frank hag an artizaned enskrivet e Kavlec'h ar Micherioù).
E 2001 e oa bet muiel bilañs stadegoù an embregerezhioù
e Kerne, gant 105 embregerezh ouzhpenn. Unan eus menteloù
gwellañ ar bloavezhioù-mañ eo, ha pa vije
bet bihanoc'h an niver a embregerezhioù marilhet pe ezrollet
warlene.
En holl e oa bet enrollet 356 diazezadur ouzhpenn e Kerne e-kerzh
ar 6 bloaz tremenet. Plediñ a ra ouzhpenn an hanter anezho
gant obererezhioù e servij d'an embregerezhioù.
Ar servijoù d'an dud prevez, an obererezhioù labour-douar
hag ar pesketaerezh (embregerezhioù labour-douar, splusegerien,
kempenn liorzhoù, paramanterezhioù...), koulz hag
ar greanterezh a emdro war an tu mat ivez. En eneb e oa aet rouedad
armerzhel Kerne war baouraat etre 1996 ha 2001, dre-benn da serradur
55 kenwerzh ha 49 leti, ostaleri ha preti.
|