|
Armerzh Kerne dre vras
Kenwerzh etrebroadel
Penn-ar-Bed a zo ur c'hard eus an enporzhiañ-ezporzhiañ
e 2001 er par rannvroel. Produoù al labour-douar hag ar
gounezvouederezh, an aveadurioù hag ar parzhioù
tredan hag elektronek, koulz hag ar produoù savet diwar
fardañ ar paper a oa e-touez ar produoù bet gwerzhet
ar muiañ d'an estrenvro. Broioù Unaniezh Europa,
Alamagn ha Breizh-Veur dreist-holl, a oa hor c'hevelerien genwerzhel
bennañ.
Reiñ a ra roll embregerezhioù kentañ Kerne
ur skeudenn feal eus dibarderioù an armerzh lec'hel. Anat
eo eo a-bouez kefridi al labour-douar hag ar gounezvouederezhioù
a-fet an ezporzhiañ. Ar c'hig boserezh, ar yer ha produoù
ar pesketaerezh zo diazez an armerzh-se. Ar produoù savet
diwar dreuzfurmiñ ar paper zo plaset mat ivez.
Anv a vo graet eus ar pesketaerezhioù e-touez an embregerezhioù
enporzhiañ pennañ. Seblantout a ra bezañ
souezhus evit un tiriad sko ouzh ar mor. Koulskoude ne vez prenet
pesked, evel an eoged, nemet en diavaez, gant ar greanterezhioù
treuzfurmiñ. Prenet e vez produoù en estrenvro gant
ar friturioù ivez.
An embregerezh ezporzhiañ, diazezet e Kerne, e 2000
 |
 |
 |
| Anv kevredad |
Gennad |
| Papeteries de Mauduit |
Kenwerzh a-vras ha produoù
etre |
| Etablissements Paul Paulet |
Pesketaerezh |
| Groupe Bigard |
Produerezh kig boserezh |
| Bolloré |
Fardañ paper ha kartoñs |
| Société pour la vente de thons congelés |
Kenwerzh evit gwerzhañ touned
gourskornet |
| Fleetguard |
Aozañ ardivinkoù a
bep seurt |
| Volaven |
Produerezh kig-yer |
| Papeteries de Cascadec |
Aozañ paper ha kartoñs |
| Etablissements Piriou |
Lestrsaverezh ha lestraozerezh |
|
An embregerezhioù enporzhiañ kentañ,
diazezet e Kerne, e 2000
 |
 |
 |
| Anv ar gevredigezh |
Gennad |
| Etablissement Paul Paulet |
Pesketaerezh |
| Girex |
Fardañ produoù apotikerezh
diazez |
| Bolloré Energie |
Kenwerzh trelosk a-vras |
| COBRENA achats |
Kreizenn brenañ boued |
| PDM Industries |
Fardañ paper ha kartoñs |
| Fleetguard |
Aozañ ardivinkoù a
bep seurt |
| SA Armoric |
Pesketaerezh |
| Conserverie Wenceslas Chancerelle |
Pesketaerezh |
Mammenn: Pennrenerezh ar Maltouterezh |
|