Accueil Plan du site Contact Liens Recherche OK Économie Info. / Actu
Brezhoneg / Armerzh / Gennad / Greanterezh
Armerzh Kerne dre vras

Greanterezh

21.376 implij a oa e greanterezhioù Kerne e 1999. Ar gounezvouederezhioù zo a-raok ar madoù etre (paper, kartoñs, pakadurioù...), a-raok ar madoù aveiñ hag ar madoù beveziñ (gwiadoù, dilhad...). Embregerezhioù Bihan-tre, Embregerezhioù Bihan hag Etre a ya d'ober ar rouedad kenderc'hañ lec'hel. War-dro hanter-kant embregerezh a implij 100 goprad pe ouzhpenn.

Gant al labour-douar hag ar pesketaerezh eo bet harpet krouiñ ur rouedad gounezvouedel stank ha liesseurt: bosañ, kig-sezon, boued-mir, meuzioù fardet, arbarañ... Ar gounezvouederezh, diazezet war ar maez peurliesañ, a zegas pinvidigezh ha buhez er c'humunioù bihan. Un implij diwar zaou a gaver e gennad ar gounezvouederezh e greanterezhioù Kerne. 224 diazezadur en holl a implij en tu all da 10.000 goprad (Roadennoù o tont eus Fichennaoueg KKG KEMPER KERNE).

An obererezhioù pennañ:

kig-sezon, meuzioù fardet (Caugant, Ranou, Jean d'Erguet, Hénaff, Tipiak, Larzul…)
treuzfurmiñ produoù-mor (Guyader, Armoric, Gartal, St Gué Froid…)
boued-mir (Paulet, Capitaine Cook, Saupiquet, Boutet Nicolas…)
pastezerezh greantel, gwispiderezh (Tanguy, Coathalem, Filet Bleu, Le Glazik, Traou Mad…)
boued-laezh (Entremont, Laezherezh Le Gall…)
bosañ - troc'hañ (Volaven, Doux, Bigard)
boued-loened (Fido)

E gennad ar sevel pakadurioù (metalek, plastek, paper, kartoñs ha koad), obererezh liammet ouzh ar gounezvouederezh, ez eus 15 unvez produiñ, ma labour en tu all da 2.500 den (Roadennoù o tont eus Fichennaoueg KKG KEMPER KERNE). An aozañ kasedoù ha barkadigoù polistiren evit ar boued, boestoù-mir houarn pe aluminiom, paper-sigaretenn... a ya d'ober obererezh pennañ an embregerezhioù-mañ: Bolloré Technologies (An Erge-Vras), Paperaerezh Cascadec (Skaer), Paperaerezh Mauduit (Kemperle), Franpac (Douarnenez), Ferembal (Molan), Isobox Technologies (Banaleg). Diorroet ez eus bet ur greanterezh mekanikoù-binvioù hag aveadurioù evit ambroug an embregerezhioù produiñ, treuzfurmiñ, arbarañ: aozañ dafar evit ar gounezvouederezh, dafar labour-douar hag ivez lestrsaverezh ha lestraozerezh...

Gennad ar mekanikerezh - metalouriezh (hep ar pakadurioù metalek) zo war-dro 258 diazezadur ha 3.000 implij ennañ (Roadennoù o tont eus Fichennaoueg embregerezhioù KKG KEMPER KERNE) (e-maez artizanelezh).

Embregerezhioù pennañ Kerne:

Fleetguard (Kemper), Serop Concept (Brieg), Capic (Kemper), Chanterioù Piriou (Konk-Kerne), Héma Technologies (Kemper)

Gennad an aveadurioù tredan hag elektronek zo ennañ 67 diazezadur, ma labour en tu all da 1.200 goprad (Roadennoù o tont eus Fichennaoueg embregerezhioù KKG KEMPER KERNE). An aozañ ardivinkoù pellgomzerezh pe barzhioù elektronek zo pennoberezhioù d'an diazezadur-se.

Embregerezhioù pennañ Kerne:
EADS (Douarnenez), Solas - groupe Asteel (Douarnenez), Barillec (Konk-Kerne)

Pol ar gwiaderezh - dilhaderezh zo ennañ 46 embregerezh hag ouzhpenn 1.000 implij (Roadennoù o tont eus Fichennaoueg embregerezhioù KKG KEMPER KERNE).

Embregerezhioù pennañ Kerne:
Armor Lux (Kemper), Fileuse d'Arvor (Kemper), Cotten (Tregon)

Labour greantel 1999

Gennadoù obererezhioù Niver %
Greanterezhioù labour-douar ha boued  10.614  50%
Greanterezh madoù treugel  3.972  19%
Greanterezh madoù aveiñ  3.667  17%
Greanterezh madoù beveziñ  2.310  11%
Gremm  734  3%
Tangarrerezh  79  0%
HOLLAD
 21.736  100%
Mammenn: EBSSA, RGP99

Greanterezhioù pennañ e 2001

Niver a c'hopridi d'an 31.12.01 (ouzhpenn 300 goprad)
Groupe Bigard - Kemperle
Bosañ Troc'hañ Charkuterezh
1.188
Papeteries du Mauduit Industries - Kemperle
Fardañ ha gwerzhañ paper
858
Salaisons de l'Odet - Kemper
Kig-sezon, charkuterezh greantel
524
Doux Père Dodu - Kemper
Fardañ produoù diwar kig-yer
482
Volaven - Rieg
Bosañ yer, jiboez
424
Armor Lux - Kemper
Fardañ dilhad-dindan, stammennoù-mor…
423
Ets Paul Paulet - Douarnenez
Pesked-mir
401
Caugant - Rosporden
Fardañ ha gwerzhañ produoù tinellerezh, charkuterezh
375
Fleetguard - Kemper
Krouiñ, fardañ siloù greantel a bep seurt
370
Bolloré - Kemper
Arverañ greantel an teknologiezhioù
366
Wenceslas Chancerelle - Douarnenez
Boued-mir
327
EADS - Douarnenez
Fardañ dafar pellgehentiñ
316
Doux - Brieg
Dastum, bosañ, pakañ yer
305
Compagnie générale de produits alimentaires Peny - Sant-Turian
Fardañ boestoù-mir
304
Mammenn: Fichennaoueg an embregerezhioù, KKG KEMPER KERNE

 


CCI de QUIMPER CORNOUAILLE
145, avenue de Keradennec - 29330 QUIMPER CEDEX
Tél. : +33 (0)2 98 98 29 29 - Fax : +33 (0)2 98 98 29 50
Courriel : contact@quimper.cci.fr