|
Armerzh Kerne dre vras
Kenwerzh
5.023 stal-genwerzh, dezho ur gorread gwerzhañ hollek
en tu-hont da 450 000 m², a oa e Kerne e 2001. Al letioù,
an ostalerioù, ar pretioù a ya d'ober 29 % eus hollad
ar stalioù. Ur c'halz anezho zo diazezet mat war an tiriad.
271 stal-genwerzh o deus ur gorread brasoc'h pe gevatal da 300
m² (hipermarc'hadoù, supermarc'hadoù, hard-discount
ha gourmarc'hadoù arbennik).
Uheloc'h eo stankted kenwerzhel Kerne eget ar geidenn rannvroel
a-fet ar gourmarc'hadoù hollek hag arbennik. Gallout a
reer displegañ kement-se dre ma'z eo niverus-tre ar supermarc'hadoù
hag ar stalioù arbennik e Su Penn-ar-Bed. Niver ar stalioù-se
zo da lakaat keñver-ha-keñver gant niver annezidi
Kerne, koulz ha gant niver an douristed ha hini an eiltiez.
Frammet eo tiriad Kerne tro-dro da veur a bolioù-kenwerzh.
Ma'z eo bras-divent takad arvalva Kemper (300 000 annezad) eo
pouezus-kenañ levezon genwerzhel kêrioù zo
evel Pont-'n-Abad, Kemperle, Konk-Kerne, Douarnenez, Gwaien -
Ploeneg, Fouenant, war armerzh ar vro ha dedennañ a reont
tud ar vro a-drugarez da aveadurioù kenwerzhel diorroet
ha liesseurt.

Mammenn: Arsellva Armerzhel ar C'henwerzh
KKG 29 - enklask war ar beveziñ 2001-2002
A bouez-bras eo plas ar marc'hadoù e Kerne, ma vez lusket
buhez kenwerzhel ar c'hêrioù ganto. Hogos an hanter
eus ar c'humunioù a vez degemeret ur marc'had enno ur wech
ar miz da nebeutañ a-hed ar bloaz. Ret eo ouzhpennañ
marc'hadoù an hañv da se. Ma vez dispignet 3 % eus
budjed an tiadoù er marc'hadoù evit prenañ
boued e vez prenet 9 % eus ar frouezh ha betek 14 % eus ar pesked
hag ar c'hrestenneged enno.

Alc'hwez ar gartenn:
Ar marc'hadoù reoliek e Kerne
Mammenn: Imbourc'herezh armerzhel KKG KEMPER KERNE
Kinnig kenwerzhel e Kerne
 |
 |
 |
| Obererezhioù |
Niver |
| Boued ha stalioù hollek |
782 |
| Aveiñ an dud |
490 |
| Aveiñ an tiez |
586 |
| Dudi ha sevenadur |
397 |
| Yec'hedouriezh ha yec'hed |
528 |
| Servijoù dezho perzhioù
kenwerzhel |
101 |
| Stalioù-kenwerzh ha servijoù
liesseurt |
680 |
| Letioù Ostalerioù
Pretioù |
1.459 |
| HOLLAD |
5.023 |
Mammenn: Arsellva Armerzhel ar C'henwerzh,
KKG Kemper (d'an 31/12/01) |
 |
 |
 |
| Stalioù-kenwerzh 300m²
hag ouzhpenn |
Niver |
Gorread (e m²) |
| Hipermarc'hadoù |
7 |
33.602 |
Supermarc'hadoù
|
56 |
61.702 |
| Hard Discount |
7 |
4.782 |
| Gourmarc'hadoù arbennik |
201 |
205.524 |
| HOLLAD |
271 |
305.610 |
Mammenn: Arsellva Armerzhel ar C'henwerzh,
KKG Kemper (d'an 31/12/01) |
Stankted kenwerzhel (e m² evit 1000 annezad)
 |
 |
 |
| Stanktedoù kenwerzhel |
Kerne |
Penn-ar-Bed |
Breizh* |
| Hipermarc'hadoù |
113 |
122 |
121 |
| Supermarc'hadoù ha hard-discount |
225 |
217 |
211 |
HOLLAD
hipermarc'hadoù + supermarc'hadoù |
338 |
339 |
332 |
| Gourmarc'hadoù arbennik |
694 |
660 |
626 |
HOLLAD
hipermarc'hadoù, supermarc'hadoù
ha gourmarc'hadoù arbennik |
1.032 |
999 |
958 |
Mammenn: Arsellva Armerzhel ar C'henwerzh,
KKG KEMPER KERNE (d'an 31/12/01)
KKG Breizh, ORC, d'ar 01/01/2002 |
|