Accueil Plan du site Contact Liens Recherche OK Économie Info. / Actu
Brezhoneg / Armerzh / Gennad / Pesketaerezh
Armerzh Kerne dre vras

Pesketaerezh

Seizh porzh-pesketa Kerne, meret gant KKG KERNE KEMPER, o doa produet 65.000 tonennad pesked ha tizhet o doa ur c'hengreadur a 190 milion a eurioù e 2001. Mont a ra d'ober ar c'hard eus pesketaerezh fresk Frañs ha hogos ar c'hementad hollek a douned bet pesketaet er morioù trovanel. Diorroet ez eus bet teknikoù liesseurt: eus ar pesketa war-droad en aod vev da gorvoiñ listri-touneta ar meurvorioù, o tremen dre al listri artizanel hag ar pesketaerezh keinvor war morioù Europa.

Hiziv an deiz ez eus 3.200 martolod-pesketaer ; 8.500 implij war-eeun zo stag ouzh filierenn produoù-mor er gennad-se ivez. Dreistpouezus eo plas ar pesketaerezh en armerzh. Pevar forzh-mor eus Kerne zo e-touez c'hwec'h porzh-mor kentañ Frañs a-fet an talvoudegezhioù dilestret: Ar Gelveneg (3de plas), Konk-Kerne (4re plas, nemet touned an trovanoù), Sant-Wennole (5vet plas) ha Loktudi (6vet plas).


Alc'hwez ar gartenn:
Seizh porzh-pesketa Kerne
Kerne, Porzhioù-pesketa
Fard 2001 = 65.466 tonenn

Hiziv an deiz, muioc'h eget biskoazh, eo ret adneveziñ ar bageier-pesketa hag an dud kentañ-wellañ evit lakaat ar gennad da badout.

Gwall chalet e vez tud ar filierenn gant emdreiñ ar benveg produiñ. Ouzhpenn da niver ar bagoù-pesketa kenderc'hel da zigreskiñ ez a ivez ar bagoù-pesketa war goshaat fall diwar-goust ar surentez hag ar gevezusted. Gant-se e teu da vezañ diaesoc'h-diaesañ tuta.

Un toullad mat a ziarbennoù zo bet lakaet e pleustr gant Unaniezh Europa abaoe bloavezhioù. Ar pal eo bevenniñ ar gwask war ar barregezhioù pesked, bet korvoet d'ar muiañ evel ma oar pep hini. Al levr Gwer eo diarbenn nevesañ Unaniezh Europa. Sterniet strizh eo emdreiñ ar bageier, dre ar "POP" (Steuñvoù Heñchañ Liesvloaziek), tra ma vez kontrollet ha kenlodennet ar c'hementadoù pesked paket gant reizhiad an TAC ( Hollad pakañ degemeret) hag ar c'hotaioù.

Diarbennoù strishoc'h zo anezho hiviziken zoken, a ya betek berzañ an ardivinkoù-pesketa "diaoulekaet" a-wezhioù gant ar c'halz eus an dud. Ne c'hallo mui ar bagoù-touneta pakañ touned gwenn diwar-bouez rouedoù neuñvus kerkent hag ar bloaz-mañ. Aze emañ an dalc'h rak gwall ziaes e vo evit an dastreiñ. Abalamour d'ar rediennoù-se, d'ar c'hementadoù pesked o vont war goazhañ e weler an traoù o vont war washaat evel ma'z eo tonket d'ar mare ma ya obererezh ar gennad war ziskar da vat.

Koulskoude e ya Kerne d'ober ur c'hard eus pesketaerezh Frañs. Lec'hiet-kaer eo an aod evit korvoiñ un takad mat eus ar plateiz kevandirel. Ur stuc'had spesadoù dibar, michereien embregus hag un doare-ober a ya d'ober un diazez a-zoare a warant padelezh ar filierenn.

A-drugarez d'an disoc'hoù o vont war-raok, d'an embregerezhioù o doa graet berzh e 2001, hag a-drugarez da enluskañ ar vichereien e weler an traoù gant daoulagad ar Sul bremañ evit ar pesketaerezh e Kerne. Derc'hel da deuler evezh ouzh heñchañ Politikerezh Boutin ar Pesketaerezh (PCP) a reer koulskoude.

Ar c'hengor "Kerne Porzh-pesketa" zo bet krouet gant KKG KEMPER KERNE. Aze e teu dileuridi michereien ar seizh porzh-pesketa ha dilennidi ar Gambr da vreutaat a-zivout ar c'hudennoù hag ar raktresoù pennañ. Ur c'hammed bras eo an arouez-se etrezek un aozadur kenstagoc'h, hag etrezek un anzavad hepken e Kerne war dermen. Labourioù poellgor lomañ an aveadurioù porzh eus karter ar Gelveneg o deus diskouezet anat pegen pouezus eo kefridioù ar c'hKKG dezho perzhioù endroel: lastezerezhioù porzh, tretañ an dour, enframmañ kêrioù/porzhioù.

Kerne, Porzhioù-pesketa
D'an 3131/12/01

  1993 1995 1996 1997 1998 1999 2000 2001
Niver a vartoloded 4.330 3.891 3.718 3.593 3.391 3.198 3.154 2.991
Niver a listri 806 735 710 658 633 623 622 594
Galloudezh e kw 247.440 228.735 225.899 219.408 213.285 207.262 207.917 201.942
Fard 76.237 78.466 77.755 76.185 ? 68.900 63.761 65.466
Talvoudegezh (M€) 176 174 181 186 ? 186 179 190
Mammenn: RDAM (Renerezh-departamant an Aferioù-mor) Penn-ar-Bed

Listri-touneta an trovanoù (listri dindan banniel o stad)
2000 2001 kemm 2000/2001
Fard 132.686 122.962 -7,3%
Talvoudegezh (milionoù a €) 83 109 32,0%
Priz keitat (€/kg) 0,63 0,.89 42,.4%
Mammenn: RDAM Penn-ar-Bed


CCI de QUIMPER CORNOUAILLE
145, avenue de Keradennec - 29330 QUIMPER CEDEX
Tél. : +33 (0)2 98 98 29 29 - Fax : +33 (0)2 98 98 29 50
Courriel : contact@quimper.cci.fr