Accueil Plan du site Contact Liens Recherche OK Économie Info. / Actu
Brezhoneg / Armerzh / Gennad / Servijoù
Armerzh Kerne dre vras

Servijoù

Gant war-dro 58.000 implij e ya ar servijoù d'ober an darn vuiañ eus holl implijoù Kerne.

Ar servijoù d'an embregerezhioù (Post ha Pellgehenterezh, kuzuliañ ha skoazellañ, servijoù an oberadennoù, enklask ha diorren) a veze implijet war-dro 9.700 oberiad ganto e 1999, da lavaret eo 9 % eus an holl implijoù (12 % da live ar rannvro ha 13 % da live Frañs nemet Pariz). N'eo ket kenkoulz ar gennad-se e Kerne hag e Breizh a-bezh. War gresk e ya an implijoù, koulskoude, a-drugarez d'ar servijoù d'an embregerezhioù. Kement a startijenn zo a-fet sevel an embregerezhioù dre ma'z eus 202 ziazadur ouzhpenn e rouedad Kerne (57 % eus hollad an embregerezhioù savet) abaoe 1996.

Cheñch-dicheñch eo ar goulenn ouzh ar bourchaserien diavaez evit a sell ouzh ar servijoù d'an embregerezhioù lec'hel, hervez un enklask bet kaset da benn gant KDKG Breizh, ar C'huzul-rannvro hag an EBSSA. Seul vui e vez implijet ar servij, seul vui e vez goulennet ouzh pourchaserien diavaez gant an embregerezhioù. Evel-se e vez implijet servijoù diazez zo gant 80 % eus an embregerezhioù: trezalc'h an dafar urzhiataerezh, ar gontouriezh, an aliañ gwirel pe ar stummañ. Servijoù all dibaroc'h a vez implijet gant obererezhioù zo hepken. Er mod-se emañ a-fet trezalc'h an dafar produiñ er greanterezh. Evit echuiñ e vez implijet nebeut a servijoù danzeetoc'h evel ar c'hlask titouroù pe an evezh teknologel.

Da live dibab ar pourchaser eo an nested hag ar c'houst daou faktor a bouez evit servijoù an oberiadennoù (etredegouriñ, treuzdougen marc'hadourezhioù, tretañ al lastez, da skouer). A-fet ar servijoù a empleg ur brizidigezh hag un doare-ober dibar eo diazezet-kaer ar bourchaserien diavaez e tolpadoù-kêrioù Roazhon, Naoned pe Bariz. Evel-se emañ evit an enklask stlennoù, an evezh strategel, an treiñ, ar jubenniñ, ar merañ arc'hant...

Evit klozañ e vez implijet alies pourchaserien an departamant gant embregerezhioù Kerne ; implijet e vezont muioc'h eno eget en departamant pe e Breizh.

Implij en embregerezhioù servijoù en arondisamant Kemper

Obererezhioù Niver
Treuzdougen 3.209
Obererezhioù arc'hant 2.956
Obererezhioù madoù diloc'h 622
Servijoù d'an embregerezhioù 9.682
Servijoù d'an dud prevez 7.848
Deskadurezh yec'hed obererezh sokial 23.355
Melestradurezh 10.143
HOLLAD
57.815
Mammenn: EBSSA, RGP 1999

 


CCI de QUIMPER CORNOUAILLE
145, avenue de Keradennec - 29330 QUIMPER CEDEX
Tél. : +33 (0)2 98 98 29 29 - Fax : +33 (0)2 98 98 29 50
Courriel : contact@quimper.cci.fr