|
Armerzh Kerne dre vras
Touristerezh
Kerne zo anezhi un tiriad touristel-tre a-drugarez d'he hevelepted
sevenadurel, d'he lec'hiadoù gwarezet, d'hec'h aodoù
mat d'an diduiñ war vor, d'he glad karget a Arzoù
hag a Istor... Brudet eo ivez a-drugarez d'ar gouelioù
ha d'an arvestoù a ro buhez d'ar c'humunioù, e-kerzh
an hañv peurgetket: Bodadeg ar bagoù kozh e Douarnenez,
Gouelioù Kerne e Kemper, Gouel ar Broderezed e Pont-'n-Abad,
Gouel ar Rouedoù Glas e Konk-Kerne...
Kinnig a ra Kerne, takad touristel kentañ an departamant
anezhi, 60 % eus barregezhioù degemer an departamant ha
7.400 den a labour e gennad an touristerezh e-pad an uhelamzer
(diouzh ur studiadenn bet kaset da benn war labour touristel an
touristerezh en departamant e 1997), da lavaret eo 45 % eus an
implijoù e gennad an touristerezh en departamant.
Setu un nebeud roadennoù frammadurel diwar-benn an daremprediñ
e-maez ar rannvro e Penn-ar-Bed, o tont eus an enklask cordon
Bretagne kaset da benn e 1997:
Herberc'hiañ touristel e Kerne
 |
 |
 |
| Niver a eiltiez e 1999 |
25.629 |
|
| Lodenn an eiltiez e 1999 |
16% |
Keidenn
Penn-ar-Bed |
14% |
Keidenn
Breizh |
14% |
Keidenn
Frañs ar c'hevandir |
10% |
|
Mammenn: EBSSA, RGP 99
|
| Niver a letioù rummet e Kerne e 2002 |
122 |
|
Steredenn
ebet |
4 |
1
steredenn |
5 |
2
steredenn |
90 |
3
steredenn |
22 |
4
steredenn |
1 |
|
Mammenn: Prefeti Penn-ar-Bed, Burev
an Touristerezh
|
| Niver a dachennom-kampiñ |
168 |
|
1
steredenn |
6 |
2
steredenn |
105 |
3
steredenn |
38 |
4
steredenn |
19 |
|
Mammenn: Prefeti Penn-ar-Bed, Burev
an Touristerezh
|
Barregezh herberc'hiañ touristel

Niver a weleoù touristel dre gumun
Ouzhpenn 15.000
Eus 10.000 da 15.000
Eus 5.000 da 10.000
Eus 1.000 da 5.000
Dindan 1.000
|