Accueil Plan du site Contact Liens Recherche OK Économie Info. / Actu
Brezhoneg / Armerzh / Kinnig

Armerzh Kerne dre vras

Kinnig

Kerne (da lavaret eo pastell-vro KKG KEMPER KERNE pe arondisamant Kemper) zo 296.012 den o chom enni war ur gorread hollek a 2.201.9 km², da lavaret eo 35 % eus poblañs Penn-ar-Bed. A reter da gornôg e ya da dapout betek 100 km hed, hag a norzh da su eo war-dro daou-ugent kilometr hed. Gant ouzhpenn 300 km a aodoù, zo riblennet ur c'hard anezho gant aberioù (Aven, Oded ha Bêlon) ha seizh porzh-pesketa (Gwaien, Konk-Kerne, Douarnenez, Ar Gelveneg, Leskonil, Loktudi, Penmarc'h), eo troet mat hec'h obererezhioù d'ar mor.

Su Penn-ar-Bed, zo 70 km eus tolpadoù-kêr an Oriant pe Vrest, zo aveet kaer gant hentoù, a-drugarez d'un hent-tizh (2x2 forzh HB165) peurgetket. Kêrioù Kemper, Rosporden ha Kemperle zo enno ur porzh-houarn darempredet gant an TTB-Atlantel. Kerne zo un aerborzh enni ivez: aerborzh Kemper Kerne war gumun Pluguen (en tu all da 145.000 treizhad e 2001).


Arondisamant Kemper a ya 8 kumuniezh kumunioù hag ur gumuniezh tolpad-kêrioù d'e ober: hini Kemper Kerne.


Kêr Gemper zo ur blein dedennañ a bouez evit tiriad Kerne, a-fet implijoù, kenwerzhioù ha servijoù talvoudus da boblañs an diazad (servijoù publik, sevenadurel, skol-veur...). Tro-dro da gêr-benn Kerne ez eus ur rouedad kêrioù etre oc'h en em frammañ, en o zouez kumunioù Konk-Kerne (19.453 annezad), Douarnenez (15.827 annezad), Kemperle (10.850 annezad), Fouenant (8.076 annezad), Pont-'n-Abad (7.849 annezad), Rosporden (6.441 annezad)...

Kerne a oa enni 111.230 oberiad o kaout ul labour e 1999, da lavaret eo 3.700 oberiad muioc'h eget e niveradeg 1990. C'hwec'h pol pennañ Kerne, zo Kemper gant 38.460 implij, Konk-Kerne (8.360 implij), Kemperle (7.660 implij), Douarnenez (6.810 implij) ha Pont-'n-Abad (3.570 implij). Dre an implijoù kinniget gant ar polioù-se e c'hall an darn vrasañ eus an oberiaded bezañ o chom ha labourat eno. Un toullad mat a dud o chom er c'humunioù an tostañ da zepartamant ar Mor-Bihan a labour e Bro an Oriant.

An trede gennad (kenwerzhioù ha servijoù) zo 68 % eus an implijoù enni, ar greanterezh 19 %, al labour-douar 7 % hag ar sevel-tiez 6 %.

Kerne dezhi un endro naturel ha sevenadurel kreñv he fersonelezh zo enni:

mirdioù a-leizh (Mirdi an Arzoù-kaer, Mirdi breizhek, Mirdi ar feilhañs, Mirdi ar pesketaerezh.)
manerioù ha kastelloù (Kernaod, Kerazan…)
gouelioù (Gouel Kerne, ar Rouedoù Glas, Gouel ar Broderezed…)
ha lec'hiadoù glad ar savouriezh (Lokorn, Kemper, Pontekroaz…)

KKG KEMPER KERNE, bet krouet e 1882, en em astenn war Bro-Gerne, nemet al lodenn norzh (Kumuniezh Kumunioù Bro-Gastellin ha Porzhe).


KKG KEMPER KERNE (da lavaret eo evel ma'z eo termenet e framm al Lezenn-stern evit Terkañ ha Diorren padus an Tiriad (LETDT))


CCI de QUIMPER CORNOUAILLE
145, avenue de Keradennec - 29330 QUIMPER CEDEX
Tél. : +33 (0)2 98 98 29 29 - Fax : +33 (0)2 98 98 29 50
Courriel : contact@quimper.cci.fr