Accueil Plan du site Contact Liens Recherche OK Économie Info. / Actu
Brezhoneg / Armerzh / Labour

Armerzh Kerne dre vras

Labour

125.648 oberiad zo en arondisamant Kemper, hervez niveradeg 1999. 11,5 % eo ar feur dilabour (diouzh an EBSSA), e-skoaz 11,3 % en departamant.

Tost da 110.000 implij zo kinniget gant an embregerezhioù diazezet e Kerne. Kerne, pouezusoc'h enni al labour-douar eget e peurrest Frañs ha ken greantel ha keidenn Frañs, en em zigemm dre pouez he gounezvouederezh ha dre ma vez hec'h armerzh dindan dalc'h ar pesketaerezh.

Gant 3.048 stal labour-douar, ma labour 4.680 den oberiant (kevatal da gevratoù leun amzer), en o zouez 3.635 penn embregerezh labour-douar pe benn kenembregerezh labour-douar, e vez kinniget produerezhioù liesseurt gant labour-douar Kerne.

A bouez eo lusk kengreizañ ar stalioù labour-douar peogwir e oa div wezh nebeutoc'h a stalioù labour-douar e Kerne er bloaz 2000 eget er bloaz 1988, ma oa bet kaset an div niveradeg hollek diwezhañ da benn. Splannoc'h eo an digresk-se e su an departamant eget en norzh.

Gant ur produerezh 65.466 tonenn e 2001 hag ur c'hengreadur a 190 milion a euroioù eo dreistpouezus plas ar pesketaerezh en armerzh Kerne. Ouzhpenn an 3.200 martolod-pesketaer ez eus 8.500 den o labourat war-eeun gant filierenn ar produoù-mor.

21.376 den a labour e gennad greantel Kerne, da lavaret eo 19 % eus hollad an implijoù e Kerne. Ar gounezvouederezhioù zo 50 % eus implijoù ar gennad-se enno ha kinnig a reont obererezhioù liesseurt: kig ha kig-sezon, legumaj, laezh, produoù-mor ha boestadoù-mir pesked.

Evit echuiñ e ya obererezhioù an trede gennad (kenwerzhioù ha servijoù) d'ober 67 % eus al labour hollek. Er gennad-se en em harp dibarder Kerne war ar spletoù touristel a bouez (gwareziñ an hevelepted sevenadurel, liesseurted al lec'hiadoù, plas pouezus ar mor hag an obererezhioù stag outañ, heberzh an aveadurioù degemer...). E 1997 e oa bet priziet al labour e gennad an touristerezh en departamant hag e kentañ plas ar renkadurezh e oa takad labour Kemper dres dirak takadoù labour Montroulez ha Brest: 7.410 implij e-pad an uhelamzer, da lavaret eo 45 % eus an implijoù e gennad an touristerezh en departamant.

Er prantad etre an div niveradeg eo kresket niver an implijoù a 4 %, da lavaret eo 3.975 implij muioc'h eget e 1990. Da gresk al labour en trede gennad eo dleet an darn vrasañ eus an emdroadur muiel-se.

Poblañs oberiant

Hollad ar boblañs oberiant (gopret+dic'hopr) e 1999 125.648
Feur labour an dud etre 20-59 bloaz e 1999 81,7%
Hollad an dud dilabour e 1999 (stalioù-labour klokaus) 14.418
Feur dilabour (hervez an EBSSA) e 1999 (tud dilabour/hollad ar boblañs oberiant) 11,5%
Hollad ar boblañs oberiant o labourat e 1999 111.230
Hollad an dud oberiant gopret 94.434
Hollad an dud oberiant dic'hopr 16.796
Mammenn: EBSSA, RGP99

Implij hollek 1999 dre c'hennadoù

Gennadoù Niver Kerne
%
Penn-ar-Bed
%
Breizh
%
Frañs(ar c'hevandir) %
Labour-douar ha pesketaerezh 7.692 7% 8% 9% 4%
Greanterezh 21.376 19% 17% 18% 18%
Sevel-tiez 6.727 6% 6% 7% 6%
Trede gennad 73.880 67% 70% 67% 72%
HOLLAD
109.675 100% 100% 100% 100%
Mammenn: EBSSA, RGP99


CCI de QUIMPER CORNOUAILLE
145, avenue de Keradennec - 29330 QUIMPER CEDEX
Tél. : +33 (0)2 98 98 29 29 - Fax : +33 (0)2 98 98 29 50
Courriel : contact@quimper.cci.fr