Accueil Plan du site Contact Liens Recherche OK Économie Info. / Actu
Brezhoneg / Armerzh / Poblañs

Armerzh Kerne dre vras

Poblañs

E 1999 e oa 296.012 den o chom en 82 gumun a ya d'ober arondisamant Kemper. 134 annezad/km² eo stankted ar boblañs ; uheloc'h eo eget keidenn Penn-ar-Bed (127 annezad/km²).

Kreskiñ dalc'hmat a ra poblañs Kerne abaoe deroù ar bloavezhioù 60. Etre 1990 ha 1999 e oa bet war-dro 5 600 annezad ouzhpenn. Daoust ma'z eo muiel ar ventel-se eo leiel ar ventel naturel (-4.004). Izel eo ar feur ganelezh abalamour ma'z eo gwall niverus an dud oadet war an tiriad. En eneb ez eo Kerne un tiriad degemer gwirion dre ma oa ar ventel enbroañ-divroañ muiel par da war-dro 9.600 den etre en div niveradeg. Feur emdroadur ar boblañs dleet d'ar ventel enbroañ-divroañ a sav da 0,36 % well-wazh bep bloaz, e-skoaz 0,16 % evit an departamant. Ne c'haller ket dislavarout dedenn an dud gant Su Penn-ar-Bed.

Ar rannvro hag an departamant zo koshoc'h o foblañs eget ar geidenn vroadel. Gwashoc'h eo stad framm Kerne c'hoazh. Nebeutoc'h a dud yaouank, nebeutoc'h a oadourien met kalz muioc'h a retretidi 60 vloaz hag ouzhpenn a zo o annez enni. Ar re-se a yae d'ober 27 % eus poblañs Kerne e 1999.

Mont a ra ar boblañs war goshaat abalamour d'an niver bras a re yaouank o vont kuit, studierien pe glaskerien labour anezho, hag abalamour da zistro tud oberiant pe retretidi d'ar vro. Koulskoude eo gwall zisheñvel dasparzh ar boblañs war an tolead-mañ-tolead e tiriad Kerne. E takadoù zo e ya ar boblañs war greskiñ kaer (Bro-Fouenant, unvez kêrel Kemper), e lod all e kresk un tammig (Konk-Kerne ha Kemperle) hag e tiriadoù all e ya war zigreskiñ (ar C'hab, Douarnenez, Gorre ar Vro Vigoudenn ha Skaer peurgetket).

Un nebeud titourennoù
Mammenn: EBSSA, RGP99

Niver a gumunioù 82
Gorread e km² 2.202

Poblañs
Poblañs hep kontoù doubl e 1999 296.012
Stankted ar boblañs e
1999 (annezidi dre km²)
134
Emdroadur ar boblañs
Feur bloaz keitat etre 1990 ha 1999
0,21%
Emdroadur dleet d'ar ventel naturel
Feur bloaz keitat etre 1990 ha 1999
-0,15%
Emdroadur dleet d'ar ventel enbroañ-divroañ
Feur bloaz keitat etre 1990 ha 1999
+0,36%

Lojeiz
Niver a lojeiz e 1999 161.848
Niver a diez pennañ e 1999 127.007
Niver a eiltiez e 1999 25.629

Poblañs dre rumm oad
Rumm oad Kerne % Penn-ar-Bed %
0-19 vloaz 22% 24%
20-59 bloaz 50% 52%
60-74 vloaz 17% 16%
75 vloaz pe ouzhpenn 10% 9%

Poblañs dre rumm sokiovicherel
  Kerne % Penn-ar-Bed %
Labourerien-douar 1,3 1,7
Artizaned kenwerzherien, pennoù embregerezh 3,3 2,9
Sternerien 3,7 4,0
Micherioù etre 9,0 9,1
Implijidi 12,0 12,7
Micherourien 12,8 11,7
Retretidi 24,2 21,3
Tud all hep labour 33,6 36,6
HOLLAD
100,0 100,0

 


CCI de QUIMPER CORNOUAILLE
145, avenue de Keradennec - 29330 QUIMPER CEDEX
Tél. : +33 (0)2 98 98 29 29 - Fax : +33 (0)2 98 98 29 50
Courriel : contact@quimper.cci.fr