Accueil Plan du site Contact Liens Recherche OK Économie Info. / Actu
Brezhoneg / KKG / Diorren an embregerezhioù

KKG KEMPER KERNE: kevelerez pemdeziek an embregerezhioù

Diorren an embregerezhioù

Ar rann "Diorren an embregerezhioù" zo kefrediet da harpañ sevel ha diorren an embregerezhioù e Kerne.

An teir c'hefridi bennañ zo:

Nerzhekaat hag aesaat sevel ha treuzkas an embregerezhioù
Kinnig kuzulioù arbennik
Luskañ ha brudañ ar rouedad armerzhel dre gas obererezhioù nes da benn. Ouzhpennet e vezont d'ar c'hefridioù dileuriañ ha luskañ ar c'hluboù, strolloù pe gevredigezhioù embregerezhioù

Servijoù ar rann-se zo:

Sevel, adkemer, treuzkas an embregerezhioù

Kefridi ar servijoù zo kelaouiñ, kuzuliañ hag ambroug ar saverien hag an adkemererien embregerezhioù, ober difraeoù lezennel, arc'hantaouiñ ar raktresoù sevel (Cornouaille Initiative) ha degemer an embregerezhioù yaouank e frammoù azas (Ti broudañ an embregerezhioù).

Diorren kenwerzhel

Dre ar servij-se e c'haller kuzuliañ ar genwerzherien ha luskañ ar gwiad kenwerzhel ha kelaouiñ war ar c'hinnig e Kerne (Arsellva ar C'hinnig e Kerne).

Diorren touristel

An diorren touristel zo e bal kuzuliañ an embregerezhioù touristel, embann teulioù touristel evit michereien an touristerezh ha reiñ da zizoleiñ embregerezhioù Penn-ar-Bed (Touristerezh Dizoleiñ an Armerzh).

Diorren greantel hag etrebroadel

Kefridioù pennañ ar servij-se zo: an diorren greantel, an obererezhioù etrebroadel, an erbediñ d'an embregerezhioù evit sevel o raktresoù, enluskañ rouedad rannvroel an efedusted (Citroën Super Force (aozañ ar produiñ), Bretagne Qualité Plus, Bretagne Ressources Humaines Plus), diorren bezañs an embregerezhioù er c'henwerzh etrebroadel (Opération Cap Export - CRCI Bretagne), ditourañ diwar-benn ar marc'hadoù diavaez hag ar pourchasoù lezennel.

Merañ an endro

Merañ an endro a dalvez: gouestlañ un difrae endroel (Diagnostikoù ha Kuzulioù a-zivout an endro), gwellekaat merañ al lastez greantel (MIGDEB CCI 29), gwellaat heberzh endro an takadoù labourerezh (Koulzad Breizh Qualiparc (CRCI Bretagne).


CCI de QUIMPER CORNOUAILLE
145, avenue de Keradennec - 29330 QUIMPER CEDEX
Tél. : +33 (0)2 98 98 29 29 - Fax : +33 (0)2 98 98 29 50
Courriel : contact@quimper.cci.fr