|
KKG KEMPER KERNE: kevelerez pemdeziek an embregerezhioù
Kambr Kenwerzh ha Greanterezh
KKG KEMPER KERNE, diazezadur foran meret dindan aotrouniezh ar
pennoù-embregerezh dilennet gant o c'hetpared, a vez dileuriet
ha difennet lazioù 9.800 embregerezh ganti. 350 goprad
a vez implijet ganti.
A bouez eo hec'h obererezh armerzhel evit a sell ouzh Kerne hag
an departamant. Emellout a ra e kement diviz o tennañ d'ar
vuhez armerzhel ha da derkañ an tiriad. Dre he doare-merañ,
hec'h araezioù hag he barregezhioù teknikel eo a
bouez-tre he roll a-fet ambroug hag aliañ an embregezhioù.
Diorroet a galz he deus ar c'hinnig stummañ ivez hag e
vez nevesaet dibaouez war dachenn an deskardelezh hag ar stummerezh
pad.
Merañ a ra KKG KEMPER KERNE, aozadur dibar eus Penn-ar-Bed,
aveadurioù frammus bras bet krouet diwar hec'h intrudu
peurliesañ. E-touez an aveadurioù-se e c'haller
menegiñ un aerborzh, seizh porzh-pesketa, seizh koc'hu-pesked
(3 anezho zo e-touez 5 koc'hu-pesked brasañ Frañs
ken e sell ouzh ar c'hementad ken e sell ouzh an dalvoudegezh).
Roll an dilennidi eo seveniñ politikerezh hollek ar c'hKKG
dre hanterouriezh ar Bodadoù (studi ha melestradur) hag
ar Strolladoù Labour. Parlamant an Embregerezhioù
zo ennañ izili ditlet (32), izili gevelet (32), kuzulierien
deknikel (49), dileuridi goñsulel (191). Gant ar re-se,
harpet gant Renerezhioù ar rannoù oberatael hag
arc'hwelek, e vez savet teuliadoù hag a vez kinniget da
c'houde da vezañ burutellet gant izili ar Burev a-raok
diskouez anezho da-geñver an Emvod Meur. Evit an domanioù
emellout a sell outo ez evezh ar Bodadoù ouzh sevenidigezh
an oberoù kaset da benn gant ar Strolladoù Labour
ha Renerezhioù disheñvel ar c'hKKG. Rentañ
kont a ra ar Bodadoù eus o labourioù da izili ar
Burev ha d'an Emvod Meur.
Ouzhpenn-se e kemer perzh an dileuridi goñsulel e dilennadeg
barnerien Lez-varn ar C'henwerzh.
Termeniñ a ra ar Brezidantelezh hag an dilennidi strategiezh
ar C'hKKG. Bodañ ha gwellekaat a ra ar Pennrenerezh hollad
ar c'hoskor, an araezioù teknikel hag arc'hantel a-benn
lakaat ar strategiezh-se e pleustr.
Melestriñ ha merañ a ra Renerezh ar C'hoskor 380
goprad an Embregerezh KKG, kemer a ra stummerezh pad e c'hopridi
e karg ha reiñ a ra lusk d'an emziviz sokial. Reiñ
a ra harp d'an Embregerezh KKG war an tachennoù gwirel,
kretadurioù ha kevratoù.
Renerezh ar C'hehentiñ, mouezh-aotreet ar C'hKKG, zo kendivizer
brientek ar mediaoù. Startaat a ra al liammoù skoulmet
gant kevelerien armerzhel ar bastell-vro ha brudañ a ra
an Embregerezh KKG ouzh e arvalien-perzhour.
|