|
KKG KEMPER KERNE: kevelerez pemdeziek an embregerezhioù
Pennrenerezh
Roll ar Pennrenerezh eo lakaat politikerezh armerzhel ar Gambr
Kenwerzh ha Greanterezh e pleustr.
Termeniñ a ra ar Brezidantelezh hag an dilennidi gweledigezh
strategel ar c'hKKG. Bodañ ha gwellekaat a ra ar Pennrenerezh
hollad ar c'hoskor, an araezioù teknikel hag arc'hantel.
Melestriñ ha merañ a ra Renerezh ar C'hoskor 380
goprad ar c'hKKG, kemer a ra stummerezh pad e c'hopridi e karg
ha reiñ a ra lusk d'an emziviz sokial.
Reiñ a ra harp d'ar KKG war an tachennoù gwirel,
kretadurioù ha kevratoù. Renerezh ar C'hehentiñ,
mouezh-aotreet ar C'hKKG, zo kendivizer brientek ar mediaoù.
Startaat a ra al liammoù skoulmet gant kevelerien armerzhel
ar bastell-vro ha brudañ a ra an Embregerezh KKG ouzh e
arvalien-perzhour.
A-benn mont e darempred gant ar servijoù dre bostel: Pennrenerezh,
Koskor, Kehentiñ, Teknologiezhioù ar C'helaouiñ
hag ar C'hehentiñ.
|