Accueil Plan du site Contact Liens Recherche OK Économie Info. / Actu
Brezhoneg / KKG / Stummañ

KKG KEMPER KERNE: kevelerez pemdeziek an embregerezhioù

Stummadurioù an embregerezhioù

Stummadur an embregerezhioù zo tri ahel pennañ d'e ober: skoazellañ, kreñvaat, harpañ perzhioù mat ha barregezhioù ar c'hopridi.

5 kefridi bennañ ar rann-se zo:

Respont d'ar pezh a c'hortoz an embregerezhioù
Harpañ an embregerezhioù da sevel steuñvoù stummoù
Aesaat kelaouiñ hag ambroug an embregerezhioù
Kemer perzh e stummañ ar genwerzherien hag o gopridi
Skoazellañ strivoù an embregerezhioù evit ar stummañ dre an deskardelezh hag a bep eil

Stummadurioù micherel pad

Krouiñ ha lakaat e pleustr obererezhioù stummañ e diabarzh hag etre an embregerezhioù diouzh o ezhommoù (Teknikoù, Trede gennad, Yezhoù, Touristerezh/Dudi).

Stummadurioù Perzhekaat

Gwerzh:

Gwerzher Kuzulier Sport (live Bachelouriezh)
Ensavadur an Nerzhioù Gwerzhañ (live Bachelouriezh)
Skol Gwerzhañ er Stalioù (live CAP/BEP)

Teknikoù:

Saver Teknikour war ar Rouedadoù Tredan (live Bachelouriezh)
Kargad Aferioù war Ijinouriezh ar Rouedadoù Tredan (live Bachelouriezh +3)

Touristerezh:

Kasour Hollegour Dudi Touristerezh (live Bachelouriezh)
Kasour Dudi Liesvarrek
Atebeg Kas en-dro (live Bachelouriezh)

FAFTIC / AGEFICE

Kemer perzh en arc'hantaouiñ stummadurioù an embregerezhioù dindan 10 goprad (labourerien zizalc'h ha kenwerzherien enskrivet e Marilh ar C'henwerzh).

Deskardelezh: POENT A

Kreizenn Difraeoù an Deskardelezh

Klokaat ho teuliadoù Taos deskardiñ
Leuniañ ho kevratoù deskardiñ

Poent A - Brudañ an deskardiñ

Stummañ Heñcherien

Stummañ ar pennoù embregerezh hag ar sternerien da reoliñ an embregerezhioù

Skol ar reolourien
   
  Pal ar skol-se eo stummañ adkemererien Embregerezhioù. Ar meizad pedagogel-se, diazezet war bennaenn ar stummañ-ober, zo anezhañ e meur a rannvro eus Frañs ; unan anezho zo e Kemper evit Breizh (Stummerezh dibaouez 70 devezh war 15 miz).

Micher Penn Embregerezh
   
  Ur c'helc'hiad stummañ ha kuzuliañ eo evit ar batromed, pennoù embregerezh tiegezhel Su Penn-ar-Bed hag ar Mor-Bihan. Sevenet e vez e kenlabour gant Banque Populaire Bretagne Atlantique. (Stummerezh dibaouez 25 devezh, en o zouez 4 devezh kuzuliañ war 9 miz).

DESS CAAE
   
  Un diplom live 1 (Bachelouriezh+5) roet gant ar Skol-veur eo an Testeni gouested melestriñ en Embregerezhioù. Sevenet e vez evit sternidi embregerezhioù c'hoant ganto kreskiñ o barregezhioù. (62 zevezh stummerezh dibaouez war 2 vloaz).

CCI de QUIMPER CORNOUAILLE
145, avenue de Keradennec - 29330 QUIMPER CEDEX
Tél. : +33 (0)2 98 98 29 29 - Fax : +33 (0)2 98 98 29 50
Courriel : contact@quimper.cci.fr