|
Kerne an touristerezh
- Obererezhioù
Ar bageal
Eus bae Douarnenez d'ar Pouldu ez eus 399 km a aodoù,
178 km a draezhennoù, ouzhpenn 20 kreizenn verdeiñ
ha 5 porzh-bageal a ro c'hoant d'an amatourien pleustriñ
gant dudioù-mor a bep seurt: driverioù, plankennoù-dre-lien,
fun board, merdeadennoù a-hed aodoù ha merdeadennoù
donvor gant ehanoù en Enez-Sun pe en Inizi Glenan... roeñverezh,
kaiak, splujerezh, mont gant kirri-dre-lien, merdeerezh dre geflusker.
Aozet e vez troioù war vor pe war ar sterioù a loc'h
eus ar porzhioù-mor pennañ, ma'z eo bev-birvidik
ar sevenadur c'hoazh.
Titouroù, skol ha stajoù:
Bageal e Penn-ar-Bed (Nautisme en Finistère - NEF)
11, straed Teodor an Harz - BP 1334
F-29103 KEMPER CEDEX
Pgz: 02 98 76 21 31
Plr: 02 98 53 37 30
Postel: Nef@wanadoo.fr
Lec'hiennoù Kenrouedad:
http://www.industries-nautiques29.com
http://www.nautisme-finistere.com
|