Accueil Plan du site Contact Liens Recherche OK Économie Info. / Actu
Brezhoneg / Touristerezh / Hent al Livourien e Kerne

Kerne an touristerezh - Obererezhioù

"Hent al Livourien e Kerne" (1850 - 1950)*

Mont gant Hent al Livourien, eo ober ur veaj dre al livouriezh er gweledva a-vremañ, hag adkavout ar fromoù hag ar boemoù o doa broudet al livourien da zibab Kerne.

Seizh hent evit dizoleiñ Kerne dre vont war roudoù al livourien a vez kinniget deoc'h evit dizoleiñ mirdioù ha lec'hioù savouriel, chapelioù, kêrioù, porzhioù-pesketa pe evit mont da vale war ar maez a-benn dizoleiñ an natur. Evit pep hentad e vez klasket dre gement hent liammañ al lec'hiadoù hag an taolennoù an eil ouzh egile dre aliañ pep hini da weladenniñ ur mirdi a-raok.

Kemper, Traoñienn an Oded
Bae Douarnenez hag ar C'hab
Ar Vro Vigoudenn
Benoded, Bae ar Forest, Konk-Kerne
Pont-Aven, Ar Pouldu
Kraozon, Kameled
Kastell-nevez-ar-Faou, Ar Faoued

Evit kinnig ur servij a-zoare d'ar weladennerien ez eus en em ouestlet c'hwec'h kumun warn-ugent, tiez an douristed, tiez an degemer, mirdioù, palieroù, pretioù, letioù da zoujañ d'un niver mat a gemennadurioù heberzh a ya d'ober diazez Hent al Livourien.

Ur banellig, logo ofisiel Hent al Livourien warni, zo bet lakaet e digoradur an holl gumunioù ezel eus Hent al Livourien, koulz hag e kement ti a gemer perzh ent ofisiel en Hent al Livourien: mirdioù, palieroù, diskouezadegoù, pretioù, letioù.

Daou sturlevr titouret ha skeudennaouet e liv (da lavaret eo ouzhpenn 500 pennoberenn eilskeudennet) hag ur rummad skritelloù zo da werzhañ e Tiez an Douristed Kerne, el levrdioù hag e:

Strollad an Touristerezh Kerne (Groupement Touristique de Cornouaille)
145, bali Kerradeneg
F-29330 KEMPER CEDEX
Pgz: +33 (0)2 98 90 75 05
Plr: +33 (0)2 98 98 29 50


CCI de QUIMPER CORNOUAILLE
145, avenue de Keradennec - 29330 QUIMPER CEDEX
Tél. : +33 (0)2 98 98 29 29 - Fax : +33 (0)2 98 98 29 50
Courriel : contact@quimper.cci.fr