|
Kerne an touristerezh
- Obererezhioù
"Hent ar Sistr AOK e Kerne"
Dilested
Aozet e vez sistr Kerne diouzh ur reolenn o termeniñ ar
vro, ar seurtadoù avaloù mat d'ober sistr hag an
doare-fardañ. A-raok bezañ lakaet war ar marc'had
e vez grataet ar sistr gant ar bodad tañva a varn e berzhioù.
Gwiriekaet eo ar c'hratadenn gant ar c'houzougenn aval niverennet
ha lakaet war bep boutailhad.
Dizoleiñ
Mont gant Hent Sistr AOK Kerne, zo mont da zizoleiñ ur
vro, m'en deus gouezet kement produer mirout ar pezh zo dibar
dezhañ. An dibarded-se eo e kinnigont deoc'h dizoleiñ
dre zigeriñ dorioù o sistrerezh.
Saour
Ar sistr "Kerne", war un dro alaouret e liv ha blaz
ar frouezh gantañ, zo frank ha dous-c'hwerv. Leuskel a
ra ur freskter plijus er genoù. Un evaj plijus eo evit
terriñ sec'hed, mont gant ar predoù, krouiñ
kokteloù ha reiñ buhez d'ur vouedoniezh saourus.
Diwar sistr "Kerne" e vez fardet Avaleg Breizh AOK ha
lambig, gwin-ardant Kerneiz.
CIDREF
5, alez Sully
F-29322 KEMPER CEDEX
|