Accueil Plan du site Contact Liens Recherche OK Économie Info. / Actu
Brezhoneg / Touristerezh / Obererezhioù
Kerne an touristerezh

Degemer mat

Grit un dizolo da Gerne ! Pedet oc'h gant Kerne da veajiñ. Gant skeudennoù leun o fenn e ya ar weladennerien kuit eus hor c'horn-bro degemerus ha nerzhus. Gallout a rit pakañ banneoù aer-vor, dizoleiñ gweledvaoù dibar, traezhennoù didro pe hentoù-treuz... Lec'hioù ma kaver savadurioù eus ar c'haerañ, kestell, manerioù, mirdioù a ya d'ober ur boked savadurioù kinniget deoc'h gant Kerne evel ma vije bravigoù anezho. Kit da arvestiñ ouzh ar monumantoù relijiel, kemerit perzh er pardonioù pe en abadennoù sevenadurel bras. O straniñ a-hed ar c'haeoù pe ar c'hoc'huioù-pesked e vo tu deoc'h d'ober un tañva d'he bouedoniezh mil blaz dezhi. 32 Di an Douristed ha Ti an Degemer a c'hortoz ac'hanoc'h hag a ouio ho proudañ d'ober troioù-bale en hañv, kenkoulz hag en diskar-amzer, er goañv pe en nevezamzer.

Obererezhioù

Sed aze ur sell a-vras war ar pezh a c'haller dizoleiñ e Kerne:

"Hent al Livourien e Kerne"
"Hent ar Sistr AOK e Kerne"
Ar bageal
An troioù-bale
Ar golf
"Kerne porzh-pesketa"
Penaos mont da Gerne?

CCI de QUIMPER CORNOUAILLE
145, avenue de Keradennec - 29330 QUIMPER CEDEX
Tél. : +33 (0)2 98 98 29 29 - Fax : +33 (0)2 98 98 29 50
Courriel : contact@quimper.cci.fr