|
Kerne an touristerezh
- Obererezhioù
"Kerne porzh-pesketa"
Embannet e vez an danevell amzer-vor war ar gwagennoù
broadel e-giz ma vije ur werz anezhi. Piv ac'hanoc'h n'en deus
morse merdeet eus Fisher da Hirwazh ? Darempredet e vez an takadoù-pesketa-se
gant martoloded Douarnenez, Gwaien, Sant-Wennole Penmarc'h, ar
Gelveneg, Loktudi ha Konk-Kerne.
A reter da gornôg e ya ar bagoù bihan o ment da
neizhañ etre ar porzhioù pennañ-se tamolodet
war aodoù reter Penn-ar-Bed. Eno e c'hallo ar vageerien
ober un diskuizh. 7 porzh, 3.250 lestr, 25 % eus ar pesked fresk
pesketaet e Frañs... Gant pouez ar filierenn-se ez eo Kerne
unan eus rannvroioù pennañ Europa "ar muiañ
stag ouzh ar pesketaerezh".
Ne vern pelec'h e vefec'h, e talc'hoc'h soñj eus "Kerne,
porzh-pesketa". Evit ho plijadur vrasañ e kavot plas
(1 m dre zen war an aod pa vez izelvor), bouedoniezh (pesked,
kretenneged, kregin). Hag arabat eo deoc'h c'hwitout an abadenn
bemnoz, pa vez ar bageier-pesketa war an distro.
Titouroù
PESCA Cornouaille
145, bali Kerradeneg
F-29330 KEMPER CEDEX
Pgz: 02 98 98 29 40 - Plr: 02 98 98 29 23
Lec'hienn Genrouedad: www.telemer.com
Postel: pesca.cornouaille@quimper.cci.fr
|